Breiz en Oc zo ur gevredigez lezenn 1901 savet d'an 28 a viz mae 2001 gand lod deuz izili Amikal ar Vretoned e Toulouse, gante ar youl da lakaad war raok sonerez ha dañsou Breiz e bro Toulouse.
Pal ar gevredigez zo da rei da anaoud ha da istima kultur mod koz Breiz dre vraz ha dreist pep trq ar sonerez hag an dañsoum a-drugarez da staliou sizunieg dañs, musik, kan, stajou evid deski pe gwellaad an dañsou pe ar binviou mod koz, festou-noz...
Kinniget 'vez deoc'h staliou sonerez, dañs, eskemmou a gouiziegezou (giziou koz, yez, kegin, istor...) Digor d'an oll, d'an den a grog beteg an hini a oar mad dija, d'ar Breton deuz Keribilbeus pe Poulfaouig d'an den kurius hag interesset. Evid gouzoug muioc'h, lennit ar bajenn diwar-benn ar staliou.