Bagad Toulouse

Possubl eo seni gand ar vomvard pe ar biniou braz e Toulouse...

Krouidigez ar bagad

Bez zo bremañ ur strollad sonerien gand 6 biniou braz ha 14 bombard gand pleustradegou 2 wech ar sizun. Un nebeud miz zo eo ganet ar youl da sav badag Toulouse evid gwir. Tost tapet eo ar pal : ne chom nemed un etap, memez ma n'eo ket an hini aesa, sevel ar rannad tamboulinou.

Titourou all war ar bajenn-mañ.

Pleustradegou

Pleustradegou vez d'ar gwener, da 6e30 noz betez 8e30 noz e Domaine Candie, war zu Seysses, parz Francazal hag Alcatel
17, chemin de la Saudrune
31100 Toulouse

(kartenn amañ).

N'eus ket a gelenner, med ar sonerien barreg a ra kalz evid sikour an dud a grog. Diou wech ar bloaz e vez ivez pedet kelennerien deuz Breiz.

Ar pez a sonomp

Klask a reomp seni toniou deuz peplec'h e Breiz. Assamblez e sonomp traou disheñvel evel Kas ha barh, gavottenn ar menez, kelc'h Sant-Visant, toniou bale, an dro, ha kement zo.

Bez zo ivez sonerien daou-ha-daou (biniou ha bombard) a lad ouzpenn heulia plinn, heuliad bigoudenn, gavottenn Tinduff, dañs keff, heuliad Aven, gavottenn a enor deuz Plougastell ha kalz traou all.

Sonerien barreg pe tud o kregi gand startijenn, talabarder gwriziet don pe tud estlammet gand ar re a zeu da veza ruz flamm evid lakaad ac'hanoc'h da selaou ar musik brao se, tud a gar ar pipe-bands, pe tud a blij deze ar biniou braz e Toulouse, ne chomit ket etre daou soñj : kavit darempred ganeomp.